TURBO SANS VISA


Prizañ a c'heller un tamm kig houad lakennet parizian, ur pizza skosat, ur pladad kouskous mod Vietnam, ur grampouezhenn a Andalousia zoken. Met piv bennak a fell dezhañ kas e ergerzhadenn pelloc’h a dapo da heul eus ar veskadenn sonioù ha skeudennoù kinniget gant Turbo Sans Visa.

Digant izili ar strollad-mañ e teu kananouennoù spiset-tomm ent-hengounel, dreist-muzul dre natur, divergont ent-politikel. Ha pa vefe livioù ha blaz ar Balkanioù, Bro Venin pe sevenadur ar Verbered war o zonioù, ne vern, kanet ‘vo e wolofeg, e saozneg, e brezhoneg… Rapiñ, kanañ, fleütiñ a ra, ha friket ‘vez kement ar sonioù hag ar skeudennoù. Blazet eo, ken blazet ma teuer en-dro da gaout eus ar pimant-se!


Dj Wonderbaz : Yuna Le Braz / Vj Badgreen : Thierry Salvert

Marion Gwenn : kan / K-Smile : kan / Gurvant Le Gac : fleütoù

Danvez 'guest': Erik Marchand

 

TURBO SANS VISA


Wonderbraz an hini eo a vez dorloet ganti war he flatinennoù an tonioù-se a ra d’an nen ober un tamm hejañ d’ e gargasenn. Ha skoazellet eo hor penngeginerez gant ur vrav a vrigadenn. Enni emañ VJ Badgreen hag a vez lakaet reoliek gantañ war an daol e dammoù filmoù bet diskoachet er bed a-bezh hag adstummet a zastalmoù. Marion Gwenn a sav al lipig diwar skridoù brezhonek Erik Marchand. Gant ar rapour K-Smile, eus Senegal, e vez lakaet da resediñ ar pozioù e wolofeg hag e saozneg. Hag evit sasuniñ o rekipe e taolont c’hoazh en o meskadeg fleüt frank hag awenet uhel Gurvan ar Gac.

Met e pelec’h ez eont da ziskoachañ an holl sekredoù kegin-se?


Moarvat e doareoù Erik Marchand, ar c’haner ha n’haller ket c’hoari an dro dezhañ pa selaouer muzikoù hengounel eus Breizh. Ar sonaozer-se, traper tonioù a-boz ha teknikoù e Kreiz Breizh pe er Balkanioù, eo sichenn ar c’hinnig arzel dic’hortoz-se. Gantañ ez a an holl ‘leads’ ha ritmoù sonet etre Ankara ha Bâb El Oued, Bukarest ha Spezed d’en em doueziañ an eil re gant ar re all. Er c’hroashent m’en em gav an holl sonennoù trezouget gant Sono ar bed abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù emañ Turbo Sans Visa. Oc’h ergerzhout, o hironaat, o kemmeskañ ar broioù, an orinoù, ar stummoù, an doareoù.


Troellennoù kaleidoskopek, skeudennoù arreat o tiskouez dañserien ar bed a-bezh, Berbered pe Dchekiz, sonennoù eus Breizh, pep tra en em vesk, hep na oad na broadelezh. Kaptet eo gant hor pemp arzour reuz ha freuz ar bed, e wagennoù lusket, e dalmoù, e vouezhioù. A-ziwarnañ e savont ur glad faltaziek, ha koulskoude e anavezer ar gwriziennoù kozh o tizouarañ dindanañ. Skeiñ an treid en douar, houlenniñ an diskoaz, eren ar c’horfoù ouzh orinoù nevez, kement-se a laka tiriadoù nevez da zont da vev.

An hengoun a ya da vodern hag an traoù nevez a seblant deuet eus an diabell, kammed ouzh kammed gant an treant hag ar c'henlid a-unan-kaer.


En eurioù teñval ma fell d’ur re bennak alc’hweziañ an harzoù en-dro e stourm Turbo Sans Visa evit lezel an holl da dremen frank, evit digeriñ ar speredoù war ar bed, war e boblañsoù, paotr pe blac'h e vefe, war e sevenadurioù. Bodañ an dud, sed aze youl Turbo Sans Visa.Kozh-Douar ha dreistrealour, an deiz a hiziv hag an dazont. Tarzh an Harzoù, sed aze Turbo Sans Visa.